Vous êtes ici : Accueil » Religion
SANT ERWAN
Diwar ar skridoù niverus a denn da brosez santeladur Sant Erwan en deus fellet d'an Ao. Klerg adkavout, didan o gwiskadoù latin, ar stummoù brezhonek a oa d'an anvioù tud ha lec'hioù meneget gant an testoù.
Drezo ivez, hag en tu-hont dezho, mont tostoc'h un tamm ouzh buhez an dud en amzer-hont.
An hini kentañ eo bet Klerg o pegiñ el labour-se, ha barregezh a oa gantañ evit hen ober : gouiziek war al latin hag ivez war ar c'hembraeg, pezh na oa ket didalvoud a-wechoù evit kompren gerioù brezhonek'zo.
Brudet eo evel skrivagner hag eus e vro en deus un anaoudegezh maget gant ar garantez.
Un prof kaer da eñvor Sant Erwan da geñver al lidoù evit e varv seizh kant vloaz'zo.

16,00 €
Quantité :