ME ANJELA - Réédition de l'édition de 1986
Ar pennadoù a gaver dastumet amañ eo eñvorennoù yaouankiz Anjela war-bouez ar peder c'hontadenn bodet e dibenn al levr. Kontañ a ra he buhez e Traoñ an Dour, an ti-feurm bihan dalc'het gant he zud betek ar brezel diwezhañ ha ganti hec'h-unan-penn goude-se.
Ar parkeier, al loened, ar plant, ar gwez, ar stêr hag an natur tro-dro dezhi eo he domani ; n'eo ket par dezhi da gontañ diwar o fenn gant kizidigezh, fent ha karantez.
Taolenniñ a ra ivez tud ar vro, buhezioù kalet pa ranke pep hini labourat start hag en em skoazellañ an eil egile pa save bec'h ha diaezamant.
Anjela Duval a ra gant ur yezh c'hwek ha bev ha ne skizher ket ouzh he lenn hag hec'h adlenn.

13,18 €
Quantité :