PEZHIOù-C'HOARI FARSUS - Théâtre en breton
E-kichen ar c'hoariva relijiel, ar Misterioù, e oa er Grennamzer unr C'hoariva farsus. Pezhioù-c'hoari laouen, fentus, gros a-wechoù ; pezhioù flemmus, goapaus, un tammig kentelius lod anezho.
"La farce du Cuvier" a zo e Bro-C'hall, unan eus ar re vrudetañ. E brezhoneg ez eus deut betek ennomp un neubeut gwerzennoù eus "Amourousted an den kozh"... Ouzhpenn ar pezhioù farsus edo ivez ar Fablennoùigoù - "Fabliaux" e galleg...

Kavet e vo da lenn el levr-mañ "En-dro d'ar poull" diwar "La farce du Cuvier" ha div fablennig, renket e doare pezhioù-c'hoari : "An div glujar" hag "Ar pallenn etre daou". Ha da echuiñ tri fennad eus "Romant al louarn". Displeget eo bet - hag e vez c'hoaz'h- ar pezhioù berr-se gant Strollad ar Vro Bagan.

  • Parution : janvier 2011
  • 116 pages
  • 150x210 mm
  • édité chez : AR VRO BAGAN
  • Réf : 863159
13,18 €
Quantité :