Roman, poésie, littérature, écrits  218 produits dans cette catégorie.

par page

Kazetenner brudet eo Edwin, implijet gant «An darvoud», ur gazetenn troet war an trouzioù-poull. Kaset eo da Vro-Irak d’ober un enklask kuzh war ar simanterezh Faber. Ha setu-eñ o lezel war e lerc’h Anna, e wreg, ha Mael, o mab. Ne raio ket an disparti hir-se vad d’ar familh. Eno e vo Edwin blenier karr-samm ha deskiñ a raio, evel-se, tamm-ha-tamm, al...

8,00 €

An tudennoù roet buhez dezho gant Kristian Braz a zo, alies mat, pennoù-breton gwriziennet mat en o bro. Tud voutin pe divoutin, livet o zro-spered gant ampartiz. Lod a vev tostik-tost d’an natur, o toujañ ouzh o endro, evel en danevell Feunteun Santez Diboan pe Gwez. 

12,00 €

Barzhonegoù. Un recueil de poèmes courts en breton, englen sur le modèle des englynion gallois, au long d'un parcours de vie. Des émotions traduites en mots. Lumignons dans la phosphorescence de l'océan !

8,00 €

Emañ Lizaig, ur plac'h yaouank trizek vloaz, war ar vag a gas anezhi ti he zud-kozh war enez ar Gerveur. Adkavout a raio eno he c'henderv Jean-Elouan, gouiziek ha torr-penn ken ez eo ! Ne vo ket vakañsoù eus ar re fentusañ eviti. War Kent an aod e tremenont hebiou ur maner kloz ha kevrinus. 

6,00 €

Mouezh Anjela Duval en he barzhonegoù a zo hini ur stourmerez, unan a gare he bro dreist pep tra. « Da’m bro em eus gouestlet va buhez, » emezi en unan eus ar barzhonegoù a gaver en torkad-mañ hag alies e tro he mouezh d’ur c’han a fulor.

12,00 €

Ar paotr Panturl ha Mamech kozh a vev digavandenn en Aubignan, ur bourk distro chouk d'ur gouelec'h, ar bladenn, anezhi rouantelezh an avel foll hag ar jenevregi treut.Daoust ha penaos e ray Panturl evit mont pelloc'h en natur galet-se ha klask adteñvañ ?Gwim, un istor hollvrudet en-dro d'an digenvez, d'ar c'halet ma vez ar vuhez ha d'ar goanag ivez....

11,00 €

Perzh dibar an torkad danevelloù-buhez-mañ eo al liamm start bet itriket gant jil Penneg evit kontañ buhez tud ordinal o vevañ e Breizh hiziv an deiz. Ur peur bennak en em gavo Yann-Bêr, Bénédicte, Anna, Natalia, Kevin, Youenn, Siril...

12,00 €

Nenn Jani eo diwezhañ oberenn lennegel Ropars Hemon. Ur gwir romant, ur romant realour ha poblek, gant tudennoù niverus ha darvudoù liesseurt. Trement a ra an darvoudoù e deroù an XXvet kantved, a-raok ar brezel bed kentañ e Brest. Kêr-Vrest an hini eo a zo tudenn bennañ ar romant.

11,50 €

Bilingue Lakeet dre skrid en eur yez dreist-ordinal gand unan euz gwella brezhonegerien an ugentved kantved, setu eun dibab euz an istoriou bet dastumet pe savet gand Yeun Ar Gow e-pad e vuhez dre ar vro. Deuet e oa hemañ da veza gouizieg braz war dachenn sevenadur ar vrezonegerien, hag aketuz meurbed da lakaad dre skrid kement a ouie, koulz e-keñver ar...

10,14 €

"Derc'hent-dec'h e oa bet brevet war ar rod ur soner violoñs. Tamallet e oa bet outañ bezañ kroget gant an dañs ha preizherezh ar parper timbr. Divempret eo bet goude ar marv ha staget pep tamm eus e gorf e pevar c'horn kêr Roazhon". Diwar an darvoud gwirion-se, kontet gant ar varkizez a Sevigne, en deus Goulc'han Kervella ijinet istor Malo ar soner...

10,50 €

Boas eo liseidi klas termen lise Ploueven da aozañ ur gouel, digarez dezho d'en em gavout a-raok ar vachelouriezh ha da dremen ur pennad-amzer plijus. Dibabet e oa bet al lec'h dirak ar mor, prientet pep tra a-zoare, boued, evajoù ha sonerezh, hag an deiz merket e oa en em gavet kalz a dud yaouank hag e-leizh a blijadur gant an holl. Da nebeutañ, tost...

8,00 €

E Bro-Alamagn emaomp e 1932 : gant donedigezh Konradin en e glas e lise Stuttgart e cheñch buhez Hans penn-da-benn.  Netra ne seblante liammañ an daou grennard, disheñvel  bras ken e-keñver o renk sokial, ken e-keñver o mennozhioù, unan mab ur familh illur eus noblañs kozh Bro-Alamagn, egile mab ur familh eus ar vourc'hizelezh yuzev. Ha koulskoude e tiwan...

10,00 €

E 1916 e oa bet enrollet kaozioù un nebeud soudarded vreton gant an Alamaned. Meur a wech ez eus bet anv anezho abaoe pevar bloaz. Souezhus ! Sebezus !  Brezhoneg bet enrollet en Alamagn ouzhpenn kant vloaz zo ! N'eus ket bet klasket gouzout petra a oa bet lavaret ganto.

7,00 €

An nav danevell a ya d'ober an dastumad-mañ a zo bet urzhiet hervez red an amzer, eus an XVIIIvet kantved betek an amzer da zont, bloavezh 2027 evit an davevell ziwezhañ : Pont an Diaoul.

12,00 €

Harpet ouzh riblenn ar prenestr emañ Trifin oc'h arvestiñ ouzh an tolead. Plijet eo gant ar gêr vras o lugerniñ, o sourral, o vevañ dirak he daoulagad. Trifin fri pik, Trifin fri hir he deus graet hent, hi merc'hig ar c'higer. Tregerniñ a ra bepred koun Lucia di Lammermoor en he spered. Daoust hag an opera italian-se eo en doa un deiz tapet krog e red he...

9,00 €

Distro eo Fañch Duye Diouzh ar Brezel bras, e Plougerne e 1917.  Adkavout a ra e wreg Mari hag e vugale, Emilie, Jopig, Finn, Chelig ha Visantig. Adkregiñ a ra en e vicher vezhinaer gant e varch Baian hag e vag, ar "Santez-Anna".  Jopig, daouzek vloaz, zo o teskiñ ar vicher gant e dad.

17,00 €

Anavezet-mat eo Langleiz, Xavier de Langlais (1906-1975), bet unan eus ar "Seiz Breur", evet romantour, liver hag engraver, nebeutoc'h evel barzh. Embannet e oa bet "Kanoù en noz", unr strobad barzhonegoù skeudennaouet gant prennengravadurioù, er gelaouann "Gwalarn" e 1932 evit ar wech kentañ.

10,00 €

Roman en breton Suite de "Penaos eo marvet Yann Pilhaour ?" Après une longue enquête, Yannig est parvenu à connaître le nom de l'assassin de son père, mais il ne sait pas encore la raison de son crime. Y aurait-il des secrets près de l'enfer froid du Yeun Elez ?

12,00 €

Tud zo a droc'h al liammoù gant o zud, hep displegañ tra. Diaes eo da vevañ, evit an holl. Dre chañs e vez bugale vihan evit plantañ reuz. (Collection : Aes da Lenn)

6,00 €

Goude "Kan an enez c'hlas" e kinnig deomp Alain Durel un dastumad nevez haiku divyezhek. Pe e vefe war inizi ar pleg-mor pe e chamelioù kozh dilezet, er fest-où-noz pe er pardonioù en o bleunñv, e klask ar skrivagner taolenniñ, gant un nebeud gerioù, e skiant-prenet eus ar beurbadelezh en ur serr-lagad. 

10,00 €

Testeni Charlie Grall diwar-benn Martial Menard hor c'has da gavout pe da adkavout red an darvoudoù stourm hag an aergelc'h politikel a oa war o zro e diwezh an 20vet kantved hag e deroù an 21ved. Un dezrevell istorek, bev-buhezek, titouret resis, fromus, fentus a-wechoù, evit lakaat da gompren pe hent a vuhez hag a stourm war un dro eo bet hini Martial.

10,50 €

Denez Prigent, auteur,compositeur, interprète renommé du chant breton est aussi poète. Il nous dévoile une âme sombre et endeuillée par la lente disparition de sa langue et de sa culture. La traduction française permettra à tous de découvrir une inspiration contemporaine puisée à la même source que celle des "gwerzioù".

12,00 €

Ce roman graphique bilingue de Christelle Le Guen fait revivre Anjela Duval, paysanne et poétesse bretonne, pour notre plus grand plaisir ! Chaque texte, chaque lettre reproduite, chaque poème est d'Anjela : ce sont ses mots, rien que ses mots, simplement... Cela chante et va droit au cœur ! L'esprit d'Anjela souffle et pétille sous le dessin vif,...

15,00 €

Un danevell evit an deraouidi - Récits pour bretonnants débutants Les textes formant ce récit ont été écrits pour des lycéens et des étudiants de breton qui débutaient l'apprentissage de la langue à Rennes en 1992. Ces textes peuvent être également utilisés comme matériel de révision ou de remise à niveau dans les nombreux stages de langue bretonne.

9,50 €
Résultats 97 - 120 sur 218