Notre site utilise des cookies pour améliorer votre expérience de navigation, conformément à notre politique de confidentialité.

Previous
Next

AR FOLLEZ YAOUANK

Ur skouer splann eo Ar follez yaouank, oberenn Fant Rozeg "Meavenn", he devoa bet tro da vont da vro hor c'hendirvi evit ar wech kentañ er bloavezh 1931.

Eus ar veaj-se e tiwanas hec'h oberenn vrudetañ, hag unan eus pennoberennoù hol lennegezh. 

10,00 €
TTC
En stock, expédition rapide
Référence 863180
Détails :
Nb de pages 92
Dimensions 14,50 x 20,50 cm
Parution 2017-01-10
EAN13 9782868631800

Braz eo bet levezon Iwerzhon war an Emsav e-doug an XXvet kantved.

Ur skouer splann eo Ar follez yaouank, oberenn Fant Rozeg "Meavenn", he devoa bet tro da vont da vro hor c'hendirvi evit ar wech kentañ er bloavezh 1931.

Eus ar veaj-se e tiwanas hec'h oberenn vrudetañ, hag unan eus pennoberennoù hol lennegezh. 

Un danevell hir diwar-benn ur plac'h empleget e-barzh an darvoudoù a zeraouas war-lerc'h emsavadeg Pask ha brezel diabarzh Iwerzhon eo Ar Follez yaouank.

A-gevret gant an danevell-mañ e kinniger daou desteni bet skrivet gant Meavenn diwar benn he beaj Iwerzhon hag ar skol divyezhek diazezet gant Pàdraig Mac Piarais, Skol Sant Enda.

Div studiadenn diwar-benn Ar follez yaouank a vo kavet ivez war un dro gant ur vurutelladenn arbennik a-zivout film Yves Allégret La jeune folle bet sevenet e 1952 diwar an danevell.