Nouveau produit
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.
138389
En stock, expédition rapide
Attention, bientôt en rupture de stock...
Date de disponibilité:
Auteur / artiste | |
Éditeur | Preder |
Genre | Dictionnaire de Médecine Français-Anglais-Breton |
Nb de pages | 281 |
Dimensions | 15.5 x 22 cm |
Parution | 2021-08 |
EAN | 9782901383895 |
Setu 12vet Rann Geriadur ar Vezekniezh, pengennet en amveziadoù iskis ha digunvez. Aozer ar Rann-mañ en deus stadet diouzhtu ne oa ket anv eus koronaviruz er Rannoù kent. Ha padal emañ an enmoned Coronavirus en embannadur 1985 ar Garnier-Delamare hag er Flammarion 1975 e kaver ivez Coronaviridœ, ur seurtad viruz RNA kiriek da "frifoioù ha fric'hargadennfoioù an oadurion yaouank". Tra ken. N'eo ket al lec'h amañ da zezrannañ an darvoudoù, hogen diaes e vo gwelout un nebeut aozadurioù yec'hed er par bedel, europat pe riezel, en hevelep doare hag a-raok. Heñveldra, an holl gwitibunan o devo klevet komz eus divoudoù o tennañ d'ar Vezekniezh, ar viruzoù, ar vaksinoù, an RNA kannad, an hangae, h.a. A zo muioc'h : ar c'hudennoùyec'hedel o deus kemeret u lec'h gourfouezus e leviadurezh ar Stadoù, bennozh d'an araez gweredus meurbet a zo aon an dud rak ar c'hleñved, ha rak ar pezh a zo finvez diwezhañ mab-den.
An oberenn, boulc'het 17 vloaz 'zo gant Guy Étienne ha kendalc'het gant Yann-Baol An Noallec, a gemer neuze ul liv hag ur pouez nevez gant an darvoudoù. E teu enta da vezañ ur benveg a gevaraez meizañ pezh a hañval bezañ degaset gant an tonkad. Hep ket a var e vo dav klokaat eil maladur Geriadur ar Vezekniezh. Gortozomp, avat, ma tremeno an amzer war-benn dilavañ lanv an darvoudoù liesseurt.
Ur spi hon eus : lakaat galvedigezhioù da sevel er yaouankiz evit ma teufe ar Vrezhoned da emouestlañ en un diskiblezh a oa un arbennigiezh uhel pleustret gant hon diagentidi. Ra savo mezeion, enklaskerion war a bep seurt diskiblezhioù, sed ar pal a vukomp outañ a-zevri.
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.Setu embannet eizhvet levrenn geriadur ar vezekniezh.
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.Setu embannet eizhvet levrenn geriadur ar vezekniezh.
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.Setu embannet c'hwec'hvet levrenn geriadur ar vezekniezh.
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.Setu embannet pempet levrenn geriadur ar vezekniezh ha lakaet et gouloù 800 eus an 2000 pajenn a yelo d'ober an oberenn.
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.Setu embannet eizhvet levrenn geriadur ar vezekniezh.
Dictionnaire de médecine français, anglais, breton.Setu embannet eizhvet levrenn geriadur ar vezekniezh.
Dictionnaire de médecine français, anglais et breton.