DVD, ANAVEZOUT BREIZH - Adalek ar penn kentañ betek bremañ

Nouveau produit

E doare un diviz eo e kinnig dimp Olivier Caillebot ha Jean-Jacques Monnier ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh, ha kement-se eus an amzerioù koshañ betek bremañ. Gant an daou DVD-mañ (tost da 5 eurvezhiad skeudennoù ha filmoù) e c’hallit deskiñ ur bern traoù, diwar-benn Istor Breizh evel-just, met ivez diwar-benn ar vro, buhez an dud, an ekonomiezh, ar sevenadur hag an douaroniezh.

4015920

En stock, expédition rapide

22,00 € TTC.

Fiche technique

Auteur / artiste
Éditeur Skol Vreizh
Présentation Double DVD
Parution 2014
EAN3359340159204

Plus d'informations

Jean-Jacques Monnier – Olivier Caillebot
Doare brezhonek

E doare un diviz eo e kinnig dimp Olivier Caillebot ha Jean-Jacques Monnier ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh, ha kement-se eus an amzerioù koshañ betek bremañ. Gant an daou DVD-mañ (tost da 5 eurvezhiad skeudennoù ha filmoù) e c’hallit deskiñ ur bern traoù, diwar-benn Istor Breizh evel-just, met ivez diwar-benn ar vro, buhez an dud, an ekonomiezh, ar sevenadur hag an douaroniezh. Kement-se gant 22 deuliad hag a c’haller sellet hervez an urzh a garer.

Dielloù hep o far a gaver e-barzh, dielloù hag a c’haller gwelet evit ur wech kentañ evit ur bern anezho. Ganto e c’hallit beajiñ ha bezañ e kreizig-kreiz istor ha sevenadur kement korn a zo e Breizh. Pa vez diouer a skeudennoù eo gant mailhed war an tresañ istorel eo e vez lakaet ar prantadoù istor da vevañ en-dro, diazezet o labour war mammennoù ar mare.

Ken pinvidik-all eo ar sonerezh a ya da heul. Adkavout a reer bommoù mat al levr-CD Histoire de la Bretagne pour tous, gant sonerezh eus an holl vareadoù eus an Istor, ha reoù nevez a zo ouzhpenn. 42 soner, kaner ha c’hoarier a ambroug ac’hanoc’h evit ar veaj-mañ a zo koulz unan da glevet hag unan da sellet. Lakaet eo bet an destenn da dalvezout evit ar brezhoneg gant Divi Kervella hag an divizoù gant Laetitia Fitamant hag Aziliz Bourgès.

Ha setu ma ra an displegerezh, ar skeudennerezh hag ar sonerezh un hollad hep e bar evit kinnig ur sell ledan, en un doare nevez-flamm, war Breizh, a-wechall da vremañ. Un nor digor-bras, graet evit an holl eta, war sevenadur ar vro.

Dans la catégorie en breton ou sur la langue bretonne

Un sitcom en langue bretonne.Un esprit cartoon qui se définit dans tous les champs de la réalisation. Cette première sitcom en breton nous plonge dans un univers burlesque, peuplé de personnages atypiques et attachants.

23,00 €
Prix en baisse !

Un dvd pour mieux comprendre le breton du pays vannetais.

13,00 € 19,00 €

Documentaire exceptionnel en deux parties sur le mouvement nationaliste breton de 1960 à 1981.

20,00 €

Le premier long-métrage en breton, sous-titré en français.

17,00 €

Sous-titrage en français et bretonPour ses cinq ans d’existence, la joyeuse équipe de Mouchig-dall propose le dvd des célèbres émissions du magazine de la jeunesse en langue bretonne.

20,00 €

Film d'animation en breton, film d'aventure et de chasse au trésor, pour les jeunes entre 6 et 12 ans.

20,00 €